Istor Portugal, evel bro, a sav d’ar Grennamzer Izelañ. Goude e kreskas he douaroù, da vare an Ergerzhadegoù, betek sevel un impalaeriezh vras, ha dont da vezañ unan eus galloudoù bras ar bed etre ar XVvet hag ar XVIvet kantved. Kroget e oa an diskar goude emgann Alcácer Quibir, pe emgann an Tri Roue, pa zeuas d’e heul dibenn an tiegezh Avis ha stagidigezh Portugal ouzh Spagn e-pad 60 vloaz. Gouzañv a reas adarre pa voe distrujet Lisbon gant ur c'hren-douar e 1755, pa voe aloubet ar vro gant armeoù Napoleon e deroù an XIXvet kantved ha pa zeuas Brazil da vezañ dizalc’h e 1822. Gant dispac’h 1910 e voe diskaret ar rouantelezh, met bec’h he devoe ar republik nevez da dalañ ouzh diaesterioù ar vro. E 1926 e voe un taol-stad ha mont a reas ar vro da vezañ un diktatouriezh, betek 1974. Er bloavezh-se e c’hoarvezas Dispac'h ar Jenoflez, kaset war-raok gant soudarded eus an tu-kleiz, ha savet e voe ur republik demokratel. Da-heul e teuas an trevadennoù portugalat en Afrika da vezañ dizalc’h. E 1986 e oa aet Portugal e-barzh Kumuniezh Armerzhel Europa, a zo aet bremañ d’ober Unaniezh Europa.